Sinadeg / Pétition

change.org

N’omp ket ar re nemeto o stourm! Tro hon eus bet da gejañ en hañv diwezhañ gant dileuridi pobloù Gwiana e Jeneva e Kuzul gwirioù Mab-den. Sinomp asambles ganto.

Nous ne sommes pas les seuls à nous battre pour nos droits !
Nous avons rencontré les délégués des peuples autochtones de Guyane au Comité des droits de l'homme à Genève l'été dernier.
Signons l'appel solidairement.

 

Galv Ai'ta ! Evit ar brezhoneg er skinwel - Appel d'Ai'ta !

skritell-boum-aitaGervel a ra Kevre Breizh e izili, ha kement hini, da gemer perzh en emgav fest ha stourm aozet gant Ai’ta e Plouneour-Menez an 8 a viz Even evit ur chadenn o reiñ o flas gwir d’ar brezhoneg ha d’a re a ra gantañ, war bemp departamant Breizh.

Kevre Breizh appelle ses membres, et au-delà, à participer au grand rassemblement festif et militant organisé par Ai’ta le 8 juin 2014 à Plouneour Menez dans les mont d’Arrée pour une télé donnant toute sa place au breton sur les cinq départements bretons.

Ar strollad Ai'ta ! hag a labour evit difenn ha broudañ ar brezhoneg a zo o sevel ur pezh darvoud fest ha stourm a vo dalc'het d'an 8 a viz Even 2014, er menezioù Are, e PLOUNEOUR-MENEZ. Pal an darvoud-se eo goulenn groñs ma vo krouet ur chadenn skinwel a roio o flas gwir d'hor yezh ha d'ar re a ra ganti, hag a vo skignet war pemp departamant Breizh.

Lire la suite : Galv Ai'ta ! Evit ar brezhoneg er skinwel - Appel d'Ai'ta !

Keleier Kevre Breizh Infos

A-benn resev lizher keleier Kevre Breizh, klikit amañ 

Pour vous abonner à la lettre d'infos de Kevre Breizh, cliquez ici 

 

Peseurt dazont evit ar brezhoneg war Frañs 3 ?

Kemennadenn - 14 a viz Mae 2014

Kevre Breizh, Kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, o labourat a zevri evit difenn gwirioù ar yezhoù ha liested ar sevenadurioù war bep tachenn, a zo prederiet gant dazont ar c'heleier brezhoneg war Frañs 3, pa weler ur wech ouzhpenn ez eo bet skarzhet penn-da-benn ar gelaouenn 4 munutenn 30 pe krennet da 3 muntenn e-pad vakañsoù Pask.

Kaset en deus ar c'henaozadur al lizher amañ kevret da renerezh France 3 ha France Télévisions o sachañ ivez evezh Aurélie Filippetti, Ministrerez ar Sevenadur hag an Itron Brucy, Prezidantez ar Gefridi a ra war-dro ar c'hinnig rannvroel ha lec'hel evit France 3 a vezer o c'hortoz ar c'hlozadurioù anezhañ dizale.

Lire la suite : Peseurt dazont evit ar brezhoneg war Frañs 3 ?

TOP