Kinnig labour / offre d'emploi

Kenaozañ, sekretouriezh, kehentiñ

Offre rédigée en français

LEC’HIADUR AR POST EN AOZADUR
E dalc’h Kevre Breizh, kenemglev kevredigezhioù sevenadurel Breizh.
Ezel eo Kevre Breizh eus Luskad Kevredigezhioù Breizh (MAB, Mouvement Associatif de Bretagne, 4 departamant), eus Kevredigezh an Emgavioù Etre-Rannvro evit ar Yezhoù ha Sevenadurioù Rannvro, eus ELEN, Rouedad Europa Evit Ingalded ar Yezhoù (burev kozh Europa ar yezhoù minorelaet).


Rannet eo ar post etre div lodenn dindan renerezh :
– prezidant.ez Kevre Breizh evit ar mont en-dro hollek hag an drarempredoù etre an aozadurioù
– un eil-prezidant.ez, e karg ar c’henlabour etre an emglevioù bro, anvet gant bodad an emglevioù bro ezel.

KEFRIDIOÙ DIAZEZ :
Gouestlet eo ar post hanter evit oberiantizoù ha melestradurezh Kevre Breizh hag hanter evit oberiantizoù an emglevioù bro war zachenn ar brezhoneg.
1. Kevre Breizh
Ober war-dro sekretouriezh Kevre Breizh e darempred gant an izili, gant Luskad Kevredigezhel Breizh,
kevelerien all ELEN, Roudedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù e Frañs hag en Europa peurgetket.
E kenlabour gant izili ar burev, aozañ bodadegoù, an emvodoù statudel, strolladoù labour, lakaat e pleustr
pe kemer perzh e raktresoù ar gevredigezh hag o aozadur : teuliadoù, devezhioù studi, kendivizoù,
manifestadegoù. Kehentiñ diabarzh ha diavaez (merañ lec’hiennoù ha rouedadoù sokial).
2. Emglevioù bro
Harpañ ha kas war-raok an oberennoù boutin evit ar brezhoneg aozet gant an emglevioù bro ezel eus Kevre
Breizh. Skignañ an oberoù er media ha rouedadoù sokial.


BARREGEZHIOÙ :
➢ Emrenerezh war h/e labour, intrudu
➢ Mestroniañ mat ar poelladoù burev, internet hag ar rouedadoù sokial
➢ Gouzout daremprediñ an dud hag heuliañ an divizoù
➢ Urzhiañ dielloù kevredigezhel ha melestradurel,
➢ Mestroniañ mat brezhoneg ha galleg dre gomz ha dre skrid, barregezh war ar saozneg priziet,
➢ Sevel rentaoù kont, teuliadoù

STATUD HA RENKADUR AR POST :
➢ Kevrad didermen leun amzer (35 eurvezh) : adalek Live D Kenemglev a-stroll al Luskañ (convention
collective Animation). Gopr kriz : adalek 1842 € hag ouzhpenn diouzh ar varregezh hag ar skiant
prenet.
➢ Lec’h labour : da zivizout hervez an danvez goprad/ez hag un aozadur lec’hel brezhoneger a vo
gouest da zegemer anezhi/anezhañ (Breizh Izel : Ar sez ofisiel o vezañ e Karaez).

KAS AR C’HINNIGOÙ DA :
Anna Ar Beg, Hent Mouliouenn, Kuzon, 29000 KEMPER
Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

TOP