Kemennadenn - Communiqué

en français

Justis evit Diwan hag ar brezhoneg

Nann d'ar gwallziforc'h yezh

 

Ar genurzhierezh sevenadurel Kevre Breizh a c'halv da vanifestiñ asamblez gant Skolioù Diwan evit ar brezhoneg e Roazhon ar sadorn 26 a viz Mae da 10 heures 30.

Hiriv-an-deiz emañ en arvar ar servij publik deskadurezh e brezhoneg, kaset war-raok gant Diwan eus ar skol-vamm betek ar skol veur. Ar brezhoneg evel yezh ar vuhez kevredigezhel douget gant ar skolioù-se, a vo lakaet diaesoc'h e stad hag e riskl da vont da get.

Aet eo war-raok tamm-ha-tamm ar sistem deskadurezh abaoe 1977 dindan ur stumm kevredigezhel, dre berzh ha skoazell ar gevredigezh hec'h unan e Breizh abalamour da vankoù ar Stad. Respont a ra Diwan neuze d'ur gwir denel diazez : un deskadurezh e brezhoneg o tegas war-un-dro ur mestroni peurvat war ar galleg.

Bremañ avat, ar servij publik-se, laik, digoust ha digor d'an holl a zo en danjer.

An degouezh grevus-se a laka war wel an diouer a statud rekis a zo gant kefridi servij publik Diwan hag ar gwallziforc'h a c'houzañv ar gerent, ar vugale, ar gelennerien hag an implijidi dre o dibab evit ar brezhoneg. Kevre Breizh a sav neuze a-du gant Diwan hag he c'harta a c'houlenn groñs ma vo kemeret e karg he skolioù “en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioù-mamm betek ar skolioù-meur”.

Ma chom a sav Diwan eo an holl argerzh adperc'hennañ ar yezh a chom a sav, dindan forzh petore stumm hag e forzh petore hentenn e vefe. Dalc'h a sevenadurezh hag a liested sevenadurel, dalc'h a ziorreadur denel padus evit ar remziadoù da zont, raktres deskadurezh Diwan a rank kaout peadra da gas war-raok ervat he c'hefridi a servij publik evit Breizh da-zont, digor war ur bed kengred ha doujus da ingalded an holl dud en o dellezegezh hag en o gwirioù,.

Gervel a ra neuze Kevre Breizh da stourm holl asamblez, dilennidi ar C'huzul Rannvro, ar pemp departamant, strollegezhioù lec'hel Breizh, ar barlamantourion, kevredadoù ha kevredigezhioù Breizh, hag ar Vretoned ha Bretonezed emskiantek eus o c'hiriegezh evit dazont ar brezhoneg.

Kirri-boutin evit mont betek Roazhon a vo. Sellit ouzh pajenn facebook Diwan pe klikit war ar skeudenn e-traoñ ar bajenn-mañ.

 Justice pour Diwan et la langue bretonne

Non à la discrimination linguistique

La coordination culturelle Kevre Breizh appelle à manifester en soutien à Diwan et à la langue bretonne à Rennes samedi 26 mai à 10 heures 30.

Aujourd'hui, le service public d'éducation en langue bretonne, assuré par Diwan de la maternelle à l'université, est en danger. Ainsi, c'est la langue bretonne en tant que langue de vie sociale portée par ces écoles qui se trouve encore plus précarisée au risque de disparaitre.

Le système d'enseignement Diwan s'est développé progressivement à partir de 1977, sous forme associative, par l'action et le soutien de la société bretonne elle-même, face à la carence de l'État. Diwan répond ainsi à un droit humain fondamental : une éducation en langue bretonne assurant en même temps une parfaite maîtrise du français.

Mais aujourd'hui, ce service public laïque, gratuit et ouvert à tous est menacé.

Cette situation grave met en lumière l'absence de statut adapté à la mission de service public de Diwan et la discrimination que subissent les parents, les enfants, enseignants et employés du fait du choix de la langue bretonne. C'est pourquoi Kevre Breizh soutient Diwan dont la Charte demande sa prise en charge par « un service public d'enseignement démocratique et rénové en Bretagne, permettant l'utilisation du breton comme langue véhiculaire de la maternelle à l'université ».

Un arrêt de Diwan serait un arrêt de l'ensemble du processus de récupération linguistique quelle que soit le type ou la filière d'enseignement. Enjeu de civilisation et de diversité culturelle, enjeu de développement humain durable pour les futures générations, le projet éducatif de Diwan doit avoir les moyens d'assurer pleinement sa mission de service public pour la Bretagne de demain, ouverte sur un monde solidaire et respecteux de l'égalité, en dignité et en droits, de tous les êtres humains.

Aussi, Kevre Breizh appelle à la mobilisation les élus du Conseil régional de Bretagne, des cinq départements bretons, des collectivités locales bretonnes, les parlementaires, les fédérations et associations bretonnes et les Bretons et Bretonnes conscient.e.s de leurs responsabilités pour l'avenir de la langue bretonne.

Des bus sont prévus au départ de différentes villes de Bretagne. Retrouvez-en la liste sur la page Facebook de Diwan en cliquant sur l'image ci-dessous.

skeudenn

 

TOP