Sinadeg / Pétition

change.org

N’omp ket ar re nemeto o stourm! Tro hon eus bet da gejañ en hañv diwezhañ gant dileuridi pobloù Gwiana e Jeneva e Kuzul gwirioù Mab-den. Sinomp asambles ganto.

Nous ne sommes pas les seuls à nous battre pour nos droits !
Nous avons rencontré les délégués des peuples autochtones de Guyane au Comité des droits de l'homme à Genève l'été dernier.
Signons l'appel solidairement.

 

Holl da Bloneour-Menez adalek 1 eur 30 d’abardaez disul 8 a viz Even evit ur wir dele brezhoneg

Kevre Breizh a c’halv an holl gevredadoù hag o izili da gemer perzh en diviz, er gerzhadeg hag er gouel aozet gant Ai’ta disul 8 a viz Even adalek 1 eur 30 d’abardaez e Ploneour-Menez evit un tele breizhek a servij publik o reiñ toud ar plas a zo dleet dezho d’ar brezhoneg ha d’ar gallo e pemp departamant Breizh, hag en tu-hont da vuhez ekonomikel, sokial, politikel ha sevenadurel ar vro.

Hiziv c’hoazh, n’eus nemet bruzhunoù evit ar vrezhonegerien (65 eurvezh ar bloaz). N’eus netra e Liger Atlantel. Ar 4 munutenn hanter a geleier brezhoneg, daoust dezho bezañ gwall zister evit buhez sokial hor yezh, a vez skarzhet e-pad ar vakañsoù, ar pontoù, ha n’eus ket anezho kennebeut en dibenn sizhun. N’eus netra evit ar gallo kennebeut. En un doare ledanoc’h, sevenadur ha buhez Breizh n’o deus lec’h ebet da vezañ gwelet ha klevet, daoust da abadennoù a dalvoudegezh bras re ral a wech siwazh, en un tele publik dalc’het gant ar mikrokosm Parizian hag e zoare da sellet eus ar bed.

An taos tele a vez paeet gant ar Vretoned a ya da greskiñ pouez impljoù Paris (96% an implijoù prevez) hag a vir ouzh Bretoned a garfe labourat er selled ha kleved e Breizh, da gavout labour en o bro.

Ar gwallziforc’h-se, yezhel, ekonomikel, sokial, ha sevenadurel a zo dic’houzañvus. Ne c’hellomp ket mui gouzañv. Danevell Anne Brucy hag ar Gouarnamant gall a rank lakaat un termen d’an dismegañs-se hep termal muioc’h.

TOP