Sinadeg / Pétition

change.org

N’omp ket ar re nemeto o stourm! Tro hon eus bet da gejañ en hañv diwezhañ gant dileuridi pobloù Gwiana e Jeneva e Kuzul gwirioù Mab-den. Sinomp asambles ganto.

Nous ne sommes pas les seuls à nous battre pour nos droits !
Nous avons rencontré les délégués des peuples autochtones de Guyane au Comité des droits de l'homme à Genève l'été dernier.
Signons l'appel solidairement.

 

Kevre Breizh war Twitter

Deomp de'i 2013

PREDER HAG ESKEMM EVIT UR STRATEGIEZH NEVEZ - RÉFLEXIONS ET ÉCHANGES POUR UNE STRATÉGIE NOUVELLE

www.deompdei.org

Deomp De’i, ar vanifestadeg  aozet an 31 a viz Meurzh gant Kevre Breizh he deus graet berzh : frouezhusoc’h eo c’hoazh an disoc’h dre ma ‘z eus bet  manifestadegoù all e pep korn eus Bro-C’hall. Ouzhpenn an 12 000 a dud e Kemper, ez eus bet kontet 48 000 den etre tout ar broioù, pezh a ra war-dro 60 000 a dud.

La manifestation Deomp De’i du 31 mars 2012 a été un succès d’autant plus important qu’elle a été relayé dans de nombreuses régions. Aux 12 000 manifestants de Quimper, il faut rajouter les 48 000 des autres régions, c'est à dire 60 000 au total.

Hor yezhoù, hor sevenadurioù, nos langues, nos cultures = ur gwir, ul lezenn, un droit, une loi !

Ar pezh a gont, hiriv, eo mont pelloc’h ha chom hep koll al lusk roet gant ar vanifestadeg. A-unvouezh eo bet votet gant Kevre aozañ devezhioù preder ha studi anvet Deomp de’i 2013.

Kevre Breizh a estimé important de prolonger cette dynamique et a voté à l’unanimité le principe de journées de réflexion, intitulées : Deomp De’i 2013. 

Kemmet an endro politikel e Bro-C’hall ; plas ar brezhoneg er gevredigezh ivez ; sell ar vretoned ouzh o yezh n’eo ket hini tregont vloaz ‘zo ; skolioù zo bet digoret ; radioioù zo bet savet.

La situation politique a changé, la place de la langue dans la société aussi. Le regard des Bretons sur leur langue n’est plus celui d’il y a trente ans. Des (nombreuses) écoles se sont ouvertes,  des radios ont été créées.

Koulskoude, e chom diazezoù hor stourm heñvel, hag hor goulennoù ivez : brezhoneg da yezh ofisiel, kadarnat Karta Europa ar yezhoù, ul lezenn… 

E-pad pell hon eus manifestet evit al), ha bremañ, e vez tud oc'h implij al liesyezhegezh-se a-enep d’ar brezhoneg.

Pourtant, nous restons toujours sur les mêmes bases et nos revendications sont les mêmes : officialisation,  ratification de la Charte européenne, un cadre législatif…

Pendant longtemps, nous avons manifesté au nom de la pluralité culturelle. Aujourd’hui, cette pluralité que nous demandons est souvent détournée au détriment du breton. 

Merzhout a reer ivez e vez alies pep hini o stourm eus e du : ar re a stourm evit ar skolioù a chom diouzh o zu, re ar radioioù pe ar skinwel ivez, un troc’h war vrasaat ; diaes eo alies d’ar re a stourm gant doareoù enep lezenn da gaout fiziañs er re a stourm hervez al lezenn, hag ar c’hontrol a zo ken gwir all.

 De plus, on peut noter un émiettement de la revendication : ceux qui s’occupent de l’école ont tendance à rester dans le domaine scolaire, ceux qui militent pour une radio ou une télévision ont du mal à s’investir dans les autres luttes, le monde culturel et le monde linguistique ne convergent pas toujours, souvent les partisans de l’action ou de la désobéissance civile et ceux du lobbying ne se comprennent pas… .

Pouezus-bras eo eta, evit kas war raok en un doare efedus hor stourmoù evit hor yezhoù, prederiañ asambles, eskemm etrezomp war ur strategiezh hollek.Pediñ a reomp eta an holl re a zo mennet da reiñ un dazont d'o yezh, brezhoneg pe gallaoueg da gemer perzh en devezhioù preder hag eskemm DEOMP DE’I 2013 aozet gant Kevre Breizh, d’an 19 hag an 20 a viz genver e lise Diwan e Karaez.  Il semble essentiel, afin de relancer la lutte pour nos langues, de réfléchir ensemble sur une vraie stratégie globale. Pour cela, nous invitons tous ceux qui veulent donner un avenir à leurs langues à participer aux journées de réflexions DEOMP DE’I 2013, les 19 et 20 janvier, au lycée Diwan à Carhaix.

Sevel un destenn foran eo ar pal evit  :

  • adperc'hennañ ar yezh
  • sevel ur strategiezh evit reiñ o flas d’ar brezhoneg ha d’ar gallaoueg er gevredigezh, goude bezañ bet studiet don stad an traoù e gwirionez, hag an doareoù ;
  • sevel un hent hep ober ur renabl ouzhpenn, na prientiñ ul lezenn nevez ;
  • sevel hon dazont hep  derc’hel gant soñjoù prim a zisparti ac’hanomp.

Les objectifs sont  d’écrire un texte rassembleur pour 

  • se réapproprier la langue. définir une stratégie de reconquête par la société à partir d'une analyse sérieuse des réalités et des moyens.
  • construire un processus sans faire un catalogue ou débattre du contenu d'une loi.
  • construire l’avenir sans prendre une attitude partisane par rapport à ce qui a été

Goude un eskemm dre skrid, e teu 3 dachenn preder war wel :

-      peseurt diazezoù evit adperc’hennañ ar yezh ?

-      an darempredoù gant ar bolitikerezh

-      yezh ha tiriad

Après une première consultation par écrit, nous avons dégagé 3 thèmes :

-          les conditions pour se réapproprier la langue

-          les rapports avec le fait politique

-          langue et territorialité

War al lechienn www.deompdei.org e kavoc'h an testennoù pouezusañ bet kaset deomp, hag ar sintezenn gentañ hon eus savet, evit magañ ar preder.
Kemerit perzh d’ho tro ha pinvidikait an diviz.

Kontañ a reomp warnoc’h

Vous trouverez sur le site www.deompdei.org les contributions essentielles et une première synthèse, afin de lancer la réflexion. Nous comptons sur votre participation à ce grand débat pour l’avenir de chacune de nos langues. 

 

Evit kevre breizh 

 

Patrig herve.


TOP