Sinadeg / Pétition

change.org

N’omp ket ar re nemeto o stourm! Tro hon eus bet da gejañ en hañv diwezhañ gant dileuridi pobloù Gwiana e Jeneva e Kuzul gwirioù Mab-den. Sinomp asambles ganto.

Nous ne sommes pas les seuls à nous battre pour nos droits !
Nous avons rencontré les délégués des peuples autochtones de Guyane au Comité des droits de l'homme à Genève l'été dernier.
Signons l'appel solidairement.

 

En Naoned an 19 a viz Ebrel evit adunvanidigezh Breizh, rannvroelaat, skinwel breizhek ha difenn gwirioù sevenadur ha yezhoù ar Vro, gervel a ra Emvod meur Kevre Breizh da stourm war bep tachenn

Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, en deus dalc'het e emvod meur e Plañvour d'ar Sadorn 12 a viz Ebrel. Displeget en deus pegen pouezus e oa ar raktresoù kemennet koulz gant Prezidant ar Republik hag ar C'hentañ Ministr evit dazont ar Vro da heul stourmadoù dibar ar Vretonezed hag ar Vretoned er mizioù tremenet evit gellout, a-benn ar fin, « bevañ, divizout ha labourat e Breizh ». Ha gervel a ra da gentañ an holl d'en em vodañ en Naoned an 19 a viz Ebrel da 3 eur abardaez, plasenn Vreizh evit adunvaniñ ar Vro.

Laouen eo o welet ar sontadegoù diwezhañ o tiskouez emañ ar boblañs a-du da vat gant Breizh pemp departamant ez-ispsial el Liger-Atlantel (63%). Evel darn vrasañ ar boblañs e nac'h kement teuzhadur gant ar rannvro teknokratel ha koustus Pays-de-la-Loire hag a dalvezfe kement ha lakaat Breizh da steuziañ.

Padal e kav an Emvod meur e ya war an tu mat ar stourmadoù kaset war-raok war veur a live evit gwirioù ar Vretonezed hag ar Vretoned da zispakañ o sevenadur hag o yezhoù hag an engouestloù kemeret gant ar Gouarnamant e-barzh Emglev evit Dazont Breizh hag ivez e Breujoù Breizh savet gant ar Bonedoù Ruz e Montroulez an 8 a viz Meurzh. Goulenn a ra ma vo lakaet buan e pleustr ar raktresoù-se evit un tele publik divyezhek war ar pemp departamant dre adframmañ Frañs3, o treuzkas ar galloudoù sevenadurel ha yezhel hag ar peadra lezennel hag an tailhoù eus ar Stad d'ar Rannvro e-keñver tachennoù an deskadurezh, ar media hag ar vuhez publik.

Reiñ a ra ivez da soñj Kevre Breizh, pa vez gourdrouzoù zo o redek, ez eo enebet krenn ouzh kement raktres lezenn kontrol da wir diazez pep unan da gemer perzh e buhez sevenadurel ar gumuniezh hag a virfe ouzh an arzourion a youl vat d'en em ziskouez dirak an dud, pa vez o kenlabourat dorn ha dorn an arzourion a-vicher hag ar re a youl vat e Breizh oc'h eztaoliñ he doare dezhi hec'h unan, he buhezegezh hag hec'h oberiantiz ekonomikel ha sokial.

Kenderc'hel a raio Kevre Breizh da startaat e liammoù gant rannvroioù all Frañs, Europa hag ar Bed, e labour gant an ensavadurioù etrevroadel evel an UNESCO, Kuzul Europa ha Kuzul gwirioù Mab-den ar Broadoù Unanet evit stourm ouzh ar gwallziforc'hioù sevenadurel ha yezhel a-enep d'ar Vretoned ha da gement poblañs a zo, evit an demokratelezh sevenadurel ha yezhel gant Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù. Adal bremañ emañ o prientiñ ar vanifestadeg etrerannvro da zont ar 7 a viz Meurzh 2015 araok ar votadegoù rannvro o tont.

TOP